Maria de' Medici (rouanez Bro-C'hall)

Ur pennad Maria de' Medici zo ivez.
Maria de Medici, war-dro 1595, livet gant Pietro Fachetti
Poltred ar rouanez en intañvez, gant Rubens war-dro 1621-1625. Marvet e oa he fried e 1610.

Maria de' Medici, anavezet e galleg evel Marie de Médicis, a oa ur briñsez italian, ganet e Firenze d'ar 26 a viz Ebrel 1575 ha marvet d'an 3 a viz Gouhere 1642 e Köln, a voe rouanez Bro-C'hall pa zimezas gant ar roue gall Herri IV e 1600, ha diwar neuze betek 1610, pa voe lazhet he gwaz, ha rouanez-vamm adalek neuze betek he marv.

Mamm e oa d'ar roue gall Loeiz XIII.

Eus he Bro-Italia e oa deuet ganti Eleonora Galigai ha Concino Concini.


Developed by StudentB